Demat, Jean-Michel DENIS eo ma anv.

Abaoe 2020 on troer dizalc’h eus ar saozneg, an daneg, an norvegeg hag ar brezhoneg d’ar galleg, met ivez eus ar galleg d’ar brezhoneg, e Ploufragan, en Aodoù-an-Arvor.

Laouen-kenañ e vin eta o lakaat ma barregezhioù a-fet treiñ en ho kourc’hemenn evit kemer perzh e kresk hoc’h embregerezh, kadarnaat ho tiazezadur e Breizh pe lakaat hoc’h identelezh Breizh war wel.

Troer dizalc’h.

Saozneg, daneg, norvegeg, brezhoneg.

Arbennikaet on war an treiñ teulioù :

  • Teknikel : modoù implij, dornlevrioù.
  • Kenwerzhel ha marketing : lec’hiennoù Web, lizheroù-kelaouiñ, magazinoù, mangaoù, pennadoù ha kemennadennoù d’ar gazetennerien.
  • Melestradurel : rentaoù-kont ar c’huzul-merañ, statudoù kevredad, danevelloù gwallzarvoud, testenioù mezeg.

Setu amañ ma zachennoù arbennikaat : teknikel, kazetennoù ha mediaoù, skiantoù an den (istor, douaroniezh…), politikerezh, aozadurioù etrebroadel (UE), sevenadur ha sport.

Ober a ran adlennoù ha reizhadennoù troidigezhioù, raktresoù goude-embann ha gwiriekaat / reizhañ endalc’hadoù evit an naouegezh artifisiel ivez.

Ar pezh a c'hellan ober evidoc'h :

Troidigezh modoù implijoù, lec’hiennoù Web, lizheroù kelaouiñ, pennadoù ha kemennadennoù d’ar gazetennerien, magazinoù, mangaoù pe traoù all, eus ar brezhoneg d’ar galleg, met ivez eus ar galleg hag ar saozneg d’ar brezhoneg.

RAdlenn ha reizhañ troidigezhioù (eus ar brezhoneg d’ar galleg, met ivez eus ar galleg hag ar saozneg d’ar brezhoneg), pennadoù, prezegennoù pe forzh peseurt endalc’had zo e galleg pe e brezhoneg.

Goude-embann ha reizhañ endalc’hadoù deuet diwar an treiñ emgefreek eus ar brezhoneg d’ar galleg, met ivez eus ar galleg hag ar saozneg d’ar brezhoneg.

Reizhañ, adwelet ha gwiriekaat endalc’hadoù e galleg hag e brezhoneg ganet gant an naouegezh artifisiel.

Testenioù

Legal 230 (France)
« Je recommande chaleureusement Monsieur Jean-Michel DENIS pour ses services de traduction, que j'ai eu l'opportunité d'apprécier dans le cadre de notre collaboration professionnelle. Au cours de notre collaboration, M. DENIS a été en charge de la traduction de divers documents, principalement de nature administrative, juridique et relatifs à l'état civil du danois, du norvégien, de l’anglais et du breton vers le français. Il a démontré un niveau d'expertise de bonne qualité, assurant des traductions précises et parfaitement adaptées au contexte spécifique de chaque document. En outre, il est important de souligner son respect rigoureux des délais. Malgré la nature parfois pressante des demandes, il a su fournir des traductions dans les temps impartis, sans jamais sacrifier la qualité du travail. Pour toutes ces raisons, je recommande sans réserve Monsieur Jean-Michel Denis pour toute mission de traduction. Ses compétences, son professionnalisme et son respect des échéances font d’elle un atout précieux pour toute organisation. »
Thomas Guyot
Vendor Manager
Tradutours (France)

L’équipe Tradutours
SprogNet Translations (Danemark)
« Jean-Michel Denis has been translating texts for us into French for several years across various fields, including technology, product descriptions, business, and more. He translates accurately, quickly, and is very pleasant and flexible to work with. »
Tina Ahrenfeldt
CEO
Word to Word (Danemark)
« Depuis plusieurs années, nos clients et nous-mêmes faisons appel à Jean-Michel, à notre grande satisfaction. Nous ne pouvons que le recommander vivement. »
Laila Søndergaard

Lakaomp ar gerioù da veajiñ !

A-viskoazh on entanet gant ar yezhoù hag ar beajoù. Evel-se em eus bevet e-pad 5 bloaz en Iwerzhon, 6 vloaz e Danmark hag un nebeud mizioù e Norvegia. Pinvidikaus-kenañ eo bet ar skiant-prenet-se, ken war dachenn ar vicher, ar vignoniezh hag ar sevenadur.

Chañs am eus bet, a-hend-all, da ober beajoù burzhudus e Japan, Kanada, Greunland pe Thailand. Broioù pell ha boemus all a zo war ma daolenn loc’hañ : Stadoù-Unanet, Bolivia, Su Afrika, Aostralia pe Polinezia…

Evel-henn e komzan saozneg, daneg ha norvegeg flour. Anavezout mat a ran an alamaneg hag ar svedeg ivez. Ha n’eo ket echu marteze…

Ar beajoù a bep seurt-se dre ar bed o deus kreñvaet ivez ma stagidigezh ouzh ar vro ma oan ganet, Breizh, ouzh hec’h istor hag he sevenadur. Evel-se em eus desket brezhoneg.

Emichañs e ambrougot ac’hanon a-benn nebeut-tre da-geñver ur veaj dreistordinal dre ar gerioù.

Blog

muriel-gargre-0Vp2jzax3Oo-unsplash
Diwar-benn

Ar brezhoneg, choaz ar galon

Me a gav din, pa taolit ur sell ouzh ar c’henstrolloù yezhoù a ginnigan oc’h souezhet moarvat o welet ar brezhoneg e-touez ar saozneg an daneg hag an norvegeg. Marteze e kavit...
Halfpenny Bridge Dublin
Diwar-benn

L’intelligence artificielle : vaincre les peurs

L’intelligence artificielle (IA) défraye la chronique depuis plusieurs mois. C’est le sujet du moment dont tout le monde parle ! L’intelligence artificielle fait naître d’immenses espoirs, déchaîne les passions et effraye beaucoup...
CAE Chatelaudren
Diwar-benn

La vie coopérative

Avant de démarrer mon activité de traducteur indépendant, je me suis interrogé, comme tout entrepreneur plongeant dans le grand bain, sur le statut juridique que je devais choisir. Autoentrepreneur ? Entreprise individuelle...
muriel-gargre-0Vp2jzax3Oo-unsplash
Diwar-benn

Pourquoi la traduction ?

Peut-être vous demandez-vous, pourquoi ai-je choisir de m’orienter, ou plutôt de me réorienter, vers le secteur de la traduction ? Pourquoi me-suis-je lancé dans une activité où la concurrence est rude, à...

Labouromp asambles !

Ur raktres treiñ, adlenn / reizhañ, goude-embann pe naouegezh artifisiel hoc’h eus ? Hag emaoc’h o klask un den a vicher gant barregezhioù yezhel anavezet e brezhoneg ?

Me eo an den hoc’h eus ezhomm anezhañ !