muriel-gargre-0Vp2jzax3Oo-unsplash

Ar brezhoneg, choaz ar galon

Me a gav din, pa taolit ur sell ouzh ar c’henstrolloù yezhoù a ginnigan oc’h souezhet moarvat o welet ar brezhoneg e-touez ar saozneg an daneg hag an norvegeg. Marteze e kavit ar meskaj yezhel-se un tamm sebezus pe amzere zoken. A betra gwell, a c’houlennit marteze ? Da betra servij komz ur yezh “vihan” na vez komzet ha/pe komprenet gant 200 000 pe 300 000 den hepken ? Ha ne vefe ket skiantekoc’h kinnig pe komz yezhoù anvet yezhoù etrebroadel hepken ? Respont a rafen deoc’h, en degouezh-se, komzomp saozneg pe sinaeg hepken ! Gant se e vefe « eeunaet » an traoù…

A-viskoazh em eus soñjet e oa pouezus-bras gwareziñ al liesseurted yezhel hag ar binvidigezh sevenadurel a zeu diwarno. Ma komzfemp holl un hevelep yezh hepken e vefe klouanek-kenañ ar bed ! Ha soñjal a rafed e vefemp holl gwisket gant ar memes dilhad pe e oamp holl o tebriñ ar memes boued, ar memes meuzioù ? Ar respont zo, siwazh, nann…

Neuze, perak ar brezhoneg ? Ha ’ta, perak ket? Evel ma oan bet ganet e Breizh e seblante din bezañ anat ar choaz-se. Ar brezhoneg a oa yezh-vamm ma zud-kozh a-berzh mamm. Ret eo din koulskoude resisaat, evel raklavar, Breizh zo ur vro a liesseurted yezhel dre peogwir ez eus div yezh orin o kenvevañ enni, ar gallaoueg, ur yezh romanek (evel ar galleg, ar c’hatalaneg, ar c’horseg pe an okitaneg) komzet dreist-holl er reter d’ul linenn Sant-Brieg/Gwened, hag ar brezhoneg, ur yezh keltiek a zo lec’hiet er c’hornôg d’al linenn-se. Fellout a rafe din lavaret eo ar gallaoueg hag ar brezhoneg yezhoù penn-da-benn ha n’int ket trefoedaj (eus ar galleg) evel ma vezont anvet gant lod evit drouprezeg warno gwelloc’h ! Frañs n’eo ket ur vro unyezhek tamm ebet, eo unan eus broioù Europa o deus al liesseurted yezhel brasañ ! Ur binvidigezh hag a ranker gwareziñ groñs. A-hend-all, ha n’eo ket « Unanet e liesseurted » ger-stur Unaniezh Europa ?

Yezh keltiek ??? Gwelet a ran lod eus ar selloù un disterig goulennus. Ar yezhoù keltiek zo ur familh yezhoù a vez komzet dreist-holl e Kornôg Europa, ha dreist-holl en Inizi Breizh-Veur. Rannet int e div strollad : ar yezhoù gouezelek (an iwerzhoneg, ar gouezeleg skosat hag ar manaveg) hag ar yezhoù brezhonek (ar brezhoneg, ar c’herneveureg hag ar c’hembraeg hag a zo bet ganet ar brezhoneg diwarni). Ouzhpennañ a rafen ouzh se e vez rannet ar memes melodi gant kan broadel Kembre ha kan broadel Breizh ivez ! Ar re a zo sot gant ar rugbi a oar petra emaon o komz.

Choazet em eus eta deskiñ brezhoneg (ha n’eo ket bet treuzkaset din, evit abegoù liesseurt, politikel hag istorel dreist-holl, hag a virin a venegiñ amañ), meur a vloaz zo, evit kevreañ en-dro ouzh an douar-se hag a garan kement (ouzh bro va zud-kozh evit kevelc’heriañ titl ar c’han broadel breizhat, Bro Gozh Ma Zadoù), ouzh hec’h istor mil bloaz, met ouzh he sevenadur pinvidik ivez evit derc’hel bev al liesseurted yezhel hag a vez gwallgaset hiziv an deiz. Deskiñ brezhoneg a oa, da gentañ penn, ur choaz eus ar galon evidon-me !

Marteze e teskin gallaoueg a-benn nebeut? Pe yezhoù all ? Euskareg ? Iwerzhoneg ? Japaneg ? Pa vin war ma leve, piv ’oar ?

Deskiñ ur yezh n’eo ket ur serr, un doare kumuniezhelouriezh pe un emdenn hevelebour, un digor war ur bed all, war ur sevenadur all eo, bezañ perc’henn war alc’hwez un teñzor burzhudus eo. Hag echuiñ a rin gant strofadoù diwezhañ ar barzhoneg “An Alc’houez Aour” gant Anjela Duval :

Hag holl deñzorioù Breizh

Zo dispak er c’hastell

Gant alc’houez aour ar yezh

Digor eo an dourell…

 

.

Sont éparpillés dans le château

.

.

 

Ken arc’hentañ !